91.7
89.8
107
Brest
Mouezh
Bro-Leon
An abadennoù
Alc'hwezioù brezhoneg
Barrekaat war brezhoneg Bro-Leon gant Mikael Madeg.
Furchadeg
Skrabat ha kompren
Eñvor an douar
Er penn-mañ d'ar bed
Trouz er gêr
Buhez sevenadurel ar vro Leoniz o kontañ o buhez, o diduamantoù.
Baleadennoù war hentoù Bro Leon.
Petra nevez er vro ?
Un abadenn war-eeun deus studio Arvorig FM da vrudañ buhez sevenadurel Bro-Leon ! Bemdez etre kreisteiz hag un eur !
PENAOS e ya! AR BED ?
Danevelloù lennet gant Goulc'han Kervella, skrivagner ha leurenner Strollad ar Vro Bagan.
PENAOS e ya ! AR BED ? war Arvorig FM
Jazz e Menez Are
An abadenn jazz
New Orleans, Mainstream, Blues, Jipsian, Be bop, Free Jazz, Jazz a-vremañ...
Kanomp laouen
Abadenn sonerezh lazioù-kanañ e Breizh hag er bed.
Warrock
An abadenn rock Punk, elektro, underground, pop , folk, country... Eus les Ramoneurs de menhirs da The Clash betek Johnny Cash ha Joy Division.
Poent 'zo bet
Diwar enrolladennoù Mikael Madeg e vo roet deoc'h da glevet marvailhoù Leoniz 'taol en arvor 'taol er menez.
An abadenn relijiel
Kantikoù, lennadennoù, prezegennoù ha sonerezh relijiel. Kaset da benn asambles gant ur strolladig tud a-youl vat meret gant Alan ar Verj. Ur c'henlabour gant Job an Irien ha RCF.
Keleier ar Vro
Keleier Breizh diouzh ar mintin ha d'abardaez, kaset da benn gant ur skipailhad kazetennerien ha kazetennerezed e Leon, Kerne, Treger, Kreiz Breizh, Bro-Gwened hag e Breizh-Uhel. Selaouit an holl reportajoù hag atersadennoù :
Diwar skridoù
Bep sizhun e vez graet anv gant Youn Gourvez ha Jean-Yves ar Penneg eus pennadoù-skrid a gaver er gazetenn Ya! (Keit vimp bev) ha ganto e vez burutellet romantoù ha danevelloù brezhoneg.
Tu ha tu
Ar gerioù o deus meur a du
Taoler a ra Fulup Tangi e evezh war ar gerioù a vez dilaosket un implij anezho pe e za lod o sterioù da goll. Dre ma oa Fulup Tangi kelenner anezhañ e vezer alies rekouret gant ar gerioù-se da ober skol.
Liorzh Marzhus Ildut
Kronikennoù Arvorig FM
Amañ e c'hellit adkavout kronikennoù bet savet gant tud a youl-vad er radio.
Faltazi radio
Faltazi radio e brezhoneg penn-da-benn.
Enklaskoù Splann!
Enklaskoù don war sujedoù politikel, sokial hag ekonomikel a vez kaset gant ar media dizalc'h Splann! A-drugarez d'ur c'henlabour gant Radio Breizh e vezont lakaet dindan stumm radio.
Lenn ha kontañ e Bro-Leon
Un abadenn krouet gant Mikeal Madeg da lakaat ar gaoz war skrivagnerien Bro-Leon. Klevet 'vo ivez kontadennoù bet dastumet gantañ er vro. Ar c'herreg, ar sent hag ar skrivagnerien a zo holl mignoned a gozh da Vikeal. Selaouit e abadennoù "Lenn ha kontañ" ma ne gredit ket !
Festivalioù Breizh
War-eeun eus festivalioù ar vro gant skipailh radioioù ar rouedad Radio Breizh !
Heklev an hañv
An abadenn vintin gant ar 5 radio e brezhoneg ! Deus al Lun d'ar Gwener etre 8e ha 9e, atersadennoù, kronikennoù, meteo, ajeñda ha keleier...