{{txt_direct}}

Une radio gant startijenn !

Arvorig FM a zo ur radio kevredigezhel bet savet e 1995 e Brest evit kas war-raok ar brezhoneg er mediaoù. Ur radio e brezhoneg penn-da-benn eo, koulz hini ar vugale hag hini ar re gozh. Hini an eñvorennoù hag hini an dazont. Ur yezh da lavaret ur vro hag ar bed.

Ur radio lec'hel

Ur radio lec’hel eo. Bezañ “mouezh” Bro-Leon eo pal Arvorig FM. En ur vont davet Leoniz ha reiñ ar gaoz dezho war kement tra az a d’ober o femdez ha buhez ar vro.
E Kommanna, e Menez Are oa staliet ar studio kentañ ha staliet hiziv an deiz e Meskoat e Landerne. Skignañ a ra war 91,7, war 100,7 e Bro Landerne, war 89,8 e Bro Montroulez ha war an DAB+ e Bro Brest.
Ha dre ar bed a-bezh e c’hell an neb a gar selaou ac’hanomp a-drugarez d’an internet.

E brezhoneg penn-da-benn

Abadennoù liesseurt a vez a-hed an devezh, war bep seurt danvezioù: keleier, reportajoù, dielloù ha kronikennoù.
Degemer a reomp ivez abadennoù o tont eus radioioù all : Radio Kerne, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Naoned. Hag omp ezel ivez eus rouedad «Radio Breizh».
Evit ar pezh a sell eus ar playlist e kaver sonerezh Breizh evel-just hag ivez sonerezh eus ar broioù keltiek, ha zoken eus ar bed a bezh.

Darempredoù

M’ho peus c’hoant gouzout muioc’h, deuit e darempred ganeomp :

Arvorig FM
Park ijinañ Meskoad
29800 LANDERNE

pellgomz : 02 98 30 31 55
postel : arvorigfm@arvorigfm.bzh

Ar skipailh

Karolina Rufflé

Kinnig : 

Erwan Blanchard

Kinnig : 

Maelys Poublanc

Kinnig : 

Pauline Daniel

Kenurzierezh

Kinnig : 

Ifig Kalvez

Kinnig : 

Skipailh Radio Breizh

Kinnig : 

Arvorig FM, radio kevredigezhel

Meret eo Arvorig FM gant “Ar Skinoù-Arvorig F.M.”, ur gevredigezh 1901 anezhi, renet gant ur c’huzul-merañ.

  • Prezidant: Yann-Fañch Kerneis
  • Eil-prezidantez : Yann Branneleg
  • Teñzorier : Gilbert Cabon
  • Sekretour : Serj an Huede

Kuit da vont en-dro dre zastum bruderezh kenwerzhel e ra ar radio gant skoaziadennoù digant Ministrerezh C’hall ar sevenadur, Kuzul Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Penn-ar-Bed ha strollegezhioù lec’hel.

Degemer a ra ivez skodennoù ha roadennoù an izili.
Digor eo ar gevarzhe da gement hini a garfe kemer perzh enni hag e-se skoazellañ Arvorig FM.